Un devezh gouel e kreizig-kreiz Speied etre plasenn an ti-kêr hag ar blasenn Roundwood, gouestlet da sevenadur Breizh ha digoust penn-da-benn eo « Gouel gavotenn ar Menez » ! Krouet e 2006, dalc’het e vez e-pad dibenn-sizhun kentañ miz Even. Dibab sonerien terouer gavotenn ar menez evit kenstrivadeg Breizh ar Sonerien a vez e Gourin e penn kentañ miz Gwengolo eo ar pal kentañ. Unan eus ar c’henstrivadegoù brasañ Breizh eo e-keñver an niver a berzhidi hag a arvesterien.
A-hed ar bloavezhioù ez eus bet ouzhpennet abadennoù all d’ar gouel. Diskouezet e vez gouren war ar blasenn Roundwood. Graet e vez an tournamant-se war brenn-heskenn evit brasañ plijadur ar c’hourenerien, bras ha bihan.
Gwelet e vez kelc’h keltiek Brug ar Menez ivez. Gant strollad ar vugale an hini eo e vez klozet an devezh kenstrivadegoù abaoe meur a vloaz. Kinnig a reont o arvest nevez a-raok ma vefe embannet an disochoù.
NEVEZ E 2024 : KENSTRIVADEG TONIOÙ BALE GOURENERIEN
Ar genstrivadeg nevez-se, ijinet gant hor mignoned eus Skol Gouren Speied, zo evit an holl goubladoù ha daouadoù a faot dezho seniñ un ton bale ar c’hourenerien, kaset dre un doare hengounel, nevesaet pe nevez-savet, a-stok ouzh ar gentrivadeg gouren hengounel ! E kreiz an endervezh e vo. Gallout a raio an eurioù tremen bezañ kempennet evit ar genstriverien enskrivet d’ar c’hoñkourioù terouer gavotenn ar menez.
Klikit amañ da lenn ar reolennoù.
Bombard-Binioù bras (rann bras)
Bombard-binioù
(rann kozh)
Kenstrivadeg digor d’ar sonerien daou-ha-daou bras ha kozh betek 20 vloaz (20 vloaz e-barzh)
D’ar Sul 8 a viz Even 2025 eo rakwelet abadenn gentañ ar GGM. Posupl vo deoc’h lakaat hoc’h anv adalek kreiz miz Mae. Dav eo deoc’h leuniañ ur furmskrid evit pep kenstrivadeg a faot deoc’h kemer perzh enni. Ar genstrivadeg tonioù bale gourenerien zo bevennet an niver a enskrivadurioù anezhi da 20 koublad/daouad. Enskrivadurioù ar genstrivadeg dañs vo aozet war al lec’h, digor e vo ar jeu e penn kentañ an enderv.