Le bagad vous invite à assister la dernière répétition en public avant son concours, à Vannes, le dimanche 23 février. Le…
Le traditionnel concert organisé par le bagad entre les réveillons de fin d’année se tiendra à l’église (chauffée) le jeudi 26…
Le bagad fait sa rentrée ! Viens apprendre la musique bretonne à Spézet On sera présent au forum des associations de…
E 2003 e oa bet krouet Bagad Osismi Speied diwar intrudu un nebeud sonerien eus ar vro a faote dezho sevel ur strollad nevez e Kreiz-Breizh. Pa oa kumun Speied ul lec’h pouezus eus sevenadur Breizh e oa deuet mat diouzhtu ar mennozh krouiñ ur bagad ha skoazellet e oa bet gant ar c’huzul-kêr. Emañ ar raktres-se diwar ur mennozh gwareziñ ha modernaat ar sonerezh hengounel.
Meur a zen a ambroug ar sonerien yaouank, Filip Mell da gentañ-penn, stourmer birvidik evit ar sevenadur hag ar brezhoneg, e Speied pe e Kemper evel-just. Gantañ e oa bet kavet anv ar bagad peurgetket, hag eñ bet e brezidant kentañ ; Osismi Speied a ra dave da bobl an Osismied a oa o chom e Breizh-Izel en Henamzer ha d’ar gumun o tegemer ar bagad abaoe ma oa bet krouet. Ur stater kognet gant an Osismied a oa bet levezon logo ar strollad ouzhpenn-se.

Ur gwir skol sonerezh eo ar bagad ; kinniget e vez kentelioù digor adalek 8 vloaz da ober anaoudegezh gant binvioù sonerezh bagad, bombard, binioù bras, taboulin sklent ha gant ar seniñ a-stroll.
Bep sizhun e vez roet un dek eurvezh kentel bennak d’un daou ugent bennak a zeskidi gant kelennerien kevread Sonerion Penn-ar-Bed ha gant tud a-youl-vat ar gevredigezh. Koustañ a ra 120 euro dre zeskad evit 35 kentel eus miz Gwengolo da viz Even. Prestet e vez ar binvioù hag ar praktisoù.

E 2014 en doa beajet ar bagad da Iwerzhon, gant skoazell Kuzul-Rannvro Breizh. Bet e oa bet un ugent bennak a sonerien asambles gant un nebeud dañserien eus Brug ar Menez e-pad ur sizhunvezh e trowardroioù Roundwood, kumun gevellet gant Speied abaoe 1986. Sonet en doa ar strollad war lec’h istorel Glendalough war ur c’hledour-seniñ war an aod pe c’hoazh e toullbac’h kozh Wicklow, en Hollywood Fair, war gwagennoù East Coast FM hag evel-just e Roundwood hag en e davarnioù liesseurt.
A-viskoazh eo bet war ar stern ar mennozh krouiñ ur gwiskamant d’ar bagad e-unan. Deuet e oa da wir e 2010 diwar intrudu Gwennan Stervinou, talabarderez er bagad. Ganti e oa bet ijinet meur a batrom ha da c’houde, pa oa bet dibabet unan, fardet ur jiletenn diouzh muzul pep ezel eus ar strollad.

Bep bloaz e fin miz Genver e adkrog ar bagad ganti oc’h aozañ e fest-noz boas e-lec’h ma strak an dañserien o zreid war plañchod sal gouelioù Speied. Sonerien ha kanerien eus ar bagad pe reoù pedet a vez ouzh ar stur da gas an nozvezh war-raok, gant tammoù gavotenn e-barzh.
Bep bloaz e vez aozet a bep seurt darvoudoù gant ar gevredigezh hag a laka war-wel ar sevenadur hag ar sonerezh breizhek ha keltiek. Abaoe tost da 20 vloaz e vez kinniget ur sonadeg etre an daou fiskoan, liesseurt he roll pa ro plas d’ar c’han, da dud o binvioù pe d’ar ganerien en o unan, d’ar strolladoù sonerezh ha d’ar sonerien a-wechoù evit lakaat war-wel glad Breizh, Iwerzhon, Skos… E iliz Speied, e kreiz ar gumun, e vez dalc’het abaoe 2017 pa oa aozet e chapel Ar C’hrann e-pad pell.

Ur gumun a 1800 annezad e kreiz Penn-ar-Bed eo Speied, bevennet gant kanol Naoned-Brest er gwalarn ha gant ar Menezioù Du er gevred. Skeudenn ur gêr disuj he deus maget Speied a-hed hec’h istor, dre ma veze identelezh ha plijadurezh ostizien gaer alies. Er bloavezhioù 70 e oa oaled sevenadurel breizhek Menez C’hamm ul lec’h emgav evit kalz a studierien, arzourien hag emsaverien a stourme evit Breizh.
A-drugarez d’an tavarnioù niverus, d’ar balioù eured e « Ti Rouzig », d’ar sal-dañs hollvrudet « Club pilote Europe n°1 » Ar Spot, eo deuet Speied da vezañ kêrbenn an noz. Gant Gouel ar C’haolmoc’h, Gouel ar Brezhoneg er bloavezhioù 80 ha 90, ne goll ket nerzh ar « Saturday Speied night fever ». Hervez kont ez eus ul Las Vegas e Breizh ; Wampas eo anv unan eus e vibien…
Kelc’h keltiek Brug ar Menez, kampion Breizh meur a wech, ar Skol Gouren Speied pe c’hoazh ar skol sonerezh Korn Boud a ya d’ober sevenadur Breizh e Speied ivez.

Ma faot deoc’h gouzout hiroc’h diwar-benn hon obererezhioù, ar stummañ, hor pourchasoù, na chomit ket etre daou soñj : deuit e darempred ganeomp !
06 87 95 35 88
info@bagadosismi.bzh
Sal Wampas – Plasenn Diaouled ar Menez
29540 SPEIED
HEUILHIT AC’HANOMP WAR AR ROUEDADOÙ SOKIAL !
Notifications