Ar gouel

Un devezh gouel e kreizig-kreiz Speied etre plasenn an ti-kêr hag ar blasenn Roundwood, gouestlet da sevenadur Breizh ha digoust penn-da-benn eo « Gouel gavotenn ar Menez » ! Krouet e 2006, dalc’het e vez e-pad dibenn-sizhun kentañ miz Even. Dibab sonerien terouer gavotenn ar menez evit kenstrivadeg Breizh ar Sonerien a vez e Gourin e penn kentañ miz Gwengolo eo ar pal kentañ. Unan eus ar c’henstrivadegoù brasañ Breizh eo e-keñver an niver a berzhidi hag a arvesterien.

A-hed ar bloavezhioù ez eus bet ouzhpennet abadennoù all d’ar gouel. Diskouezet e vez gouren war ar blasenn Roundwood. Graet e vez an tournamant-se war brenn-heskenn evit brasañ plijadur ar c’hourenerien, bras ha bihan.

Gwelet e vez kelc’h keltiek Brug ar Menez ivez. Gant strollad ar vugale an hini eo e vez klozet an devezh kenstrivadegoù abaoe meur a vloaz. Kinnig a reont o arvest nevez a-raok ma vefe embannet an disochoù.

KENSTRIVADEG TONIOÙ BALE GOURENERIEN

Ar genstrivadeg nevez-se, ijinet gant hor mignoned eus Skol Gouren Speied, zo evit an holl goubladoù ha daouadoù a faot dezho seniñ un ton bale ar c’hourenerien, kaset dre un doare hengounel, nevesaet pe nevez-savet, a-stok ouzh ar gentrivadeg gouren hengounel ! E kreiz an endervezh e vo. Gallout a raio an eurioù tremen bezañ kempennet evit ar genstriverien enskrivet d’ar c’hoñkourioù terouer gavotenn ar menez.

Klikit amañ da lenn ar reolennoù.

NEVEZENTIOU E 2026



Traoù nevez a vo war billig Gouel Ar Gavotenn evit e ugent vloaz :

D’ar gwener 12 a viz Even

  • Gant un dibunadeg dilhad breizhat kenaozet gant Kelc’hioù Keltiek Speied, Karaez ha Rostrenenn, e vo taolennet deoc’h meur a goulz amzer eus ar gizioù gwisk e bro ar Menez.

D’ar sadorn 13 a viz Even

  • Stajoù sonerezh daou-ha-daou bombard / binioù, kan, boest-an-diaoul (akordeoñs), treujenn-gaol ha dañs a zo kinniget d’an gwellaat o skiant war terouer ar Menez.
  • Un disput bras-meurbet gavotenn ar menez da lakaat war-wel toniaoueg ar menez hag hini an dañs peurgetket en ur mod festus ha dichipot.
  • Ur battle veur gavotenn da lakaat terouer dañsoù bro ar Menez war-wel en ur mod festus ha dibar.
  • Ur fest-deiz ha noz bras, boued hag evajoù e-barzh da brofitañ d’ar muiañ-holl.

D’ar sul 14 a viz Even

  • Kenstrivadeg sonerien daou-ha-daou kozh ha bras (Tonioù bale, tonioù a-boz ha dañs eus terouer bro ar Menez), da zibab sonerien evit kampionad ar sonerien e Gourin.
  • Kenstrivadeg kan da zañsal
  • Pred kanet da 12e, ma vo tud barrek da lakaat ac’hanoc’h da glevet kontadennoù hag istorioù bro ar Menez.
  • Abadenn famm-flimin strollad bugale Kelc’h Keltiek Brug ar Menez Speied.

RÉSERVER VOS PLACES

Trofe Michel Keranguyader

Bombard-Binioù bras (rann bras)

Trofe Ifig Com

Bombard-binioù
(rann kozh)

Trofe Filip Mell

Kenstrivadeg digor d’ar sonerien daou-ha-daou bras ha kozh betek 20 vloaz (20 vloaz e-barzh)

Enskrivañ ha reolennoù

D’ar Sul 14 a viz Even 2026 eo rakwelet abadenn gentañ ar GGM. Posupl vo deoc’h lakaat hoc’h anv adalek kreiz miz Mae. Dav eo deoc’h leuniañ ur furmskrid evit pep kenstrivadeg a faot deoc’h kemer perzh enni. Ar genstrivadeg tonioù bale gourenerien zo bevennet an niver a enskrivadurioù anezhi da 20 koublad/daouad. Enskrivadurioù ar genstrivadeg dañs vo aozet war al lec’h, digor e vo ar jeu e penn kentañ an enderv.

Trugarez d’hon holl gevelerien